(N'e)m eus ket mui kén 'met ur blank
Setu ma holl argant, setu ma holl argant
Setu ma holl danvez, kemerit-me, kemerit-me
Setu ma holl danvez, kemerit-me, pe laoskit-me
(N'e)m eus ket mui kén 'met daou vlank
Setu ma holl argant, setu ma holl argant
Setu ma holl danvez, kemerit-me, kemerit-me
Setu ma holl danvez, kemerit-me, pe laoskit-me
(N'e)m eus ket mui kén 'met tri blank
Setu ma holl argant, setu ma holl argant
Setu ma holl danvez, kemerit-me, kemerit-me
Setu ma holl danvez, kemerit-me, pe laoskit-me
Nag é klask labour e oan bet, ar c'hentañ patron 'm boa gwelet
Na doc'h m' c'hartenn pa 'n doa sellet : "Allaz, ar post 'zo kemeret."
Na kalet eo ma mamm (u)r sistem hep amzer da zonet (gae) ! (x2)
- Labour d'an holl, o !
- Justis d'an holl, o !
Nag é klask labour e oan bet, an eilvet patron 'm boa gwelet
Doc'h liv ma fas pa 'n doa sellet : "Allaz, ar post 'zo kemeret."
Na kalet eo ma mamm (u)r sistem hep amzer da zonet (gae) ! (x2)
- Labour d'an holl, o !
- Justis d'an holl, o !
Nag é klask labour e oan bet, an trivet patron 'm boa gwelet
Na doc'h ma oad pa 'n doa sellet : "Allaz, ar post 'zo kemeret."
Na kalet eo ma mamm (u)r sistem hep amzer da zonet (gae) ! (x2)
Ma talc'homp c'hoazh gat an hent-se e savay bec'h, ne baday ket