Unknown Artist
Kan bale an A.R.B.
[Verse 1]
Poent eo stagañ, Bretoned
Gant stourm meur ar vro
Poent eo skubañ an oaled
Kempenn an ero
Un deiz e vo sklaer an amzer
War henchoù don ar brezel kuzh
Un deiz e vo lorc'hus ha taer
Distro Arzhur war e marc'h ruz
[Verse 2]
Dinec'h ha krenn, Bretoned
'vo tenn ar stourmer
En noz 'tarzho kastellioù
Gweleoù ar gwasker
Na kriz e vo heol an argad
D'ar vourc'hizien ha d'an treitour
Na kaer e vo luc'h an tantad
Da galon Breizh d'he argadour
En noz 'tarzho kastellioù
Gwelеoù ar gwasker
Dinec'h ha krenn, Brеtoned
'vo tenn ar stourmer
[Verse 3]
Ret 'vo dastum, Bretoned
Toc'had ar brezel
Eost du ar re 'vo daonet
Eo trec'h Breizh-Izel
Bugaligoù ha tud kalet
A raio bec'h da chaseal
Da vountañ 'maez ar C'hallaoued
Da reizhañ hent, da vout feal
Eost du ar re 'vo daonet
Eo trec'h Breizh-Izel
Ret 'vo dastum, Bretoned
Toc'had ar brezel
[Verse 4]
An deiz a zo ker kuzet
War hent an distro;
Fenoz e vo kutuilhet
Enor er rannvro
Kerkent dihun, kerkent dispak
Ha bec'h d'al loch an enebour!
N'eus forzh penaos, n'eus forzh perak
E redo nerzh 'vel red an dour
Fenoz e vo kutuilhet
Enor ar rannvro
An deiz a zo ker kuzhet
War hent an distro
[Outro]
An deiz a zo ker kuzet
War hent an distro;
Fenoz e vo kutuilhet
Enor ar rannvro
Kerkent dihun, kerkent dispak
Ha bec'h d'al loch an enebour!
N'eus forzh penaos, n'eus forzh perak
E redo nerzh 'vel red an dour